Y'a d'la joie [Breton translation]
Y'a d'la joie [Breton translation]
Levenez 'zo,
demat, demat deoc'h, gwennili!
Levenez 'zo
e-barzh an neñv a-us d'an doenn.
Levenez 'zo
hag heol e-barzh ar banelloù,
Levenez 'zo
e pep lec'h, levenez 'zo.
A-hed an deiz a-bezh e lamm ma c'halon, ha troc'holiañ ha trantellañ:
ar garantez eo se, a zeu gant n'oûn petra,
ar garantez eo, demat, demat dimezelled,
Levenez 'zo
e pep lec'h, levenez 'zo.
Ar baraer gris a ver e doaz a-vriadoù;
bara mat a ra, bara ken c'hwek ma 'm eus naon1.
Gwelout a reer paotr al lizhiri o nijal kuit du-hont
evel un ael glas o tegas e lizhiri d'an Aotrou Doue.
Burzhud dispar, d'an arsav "Javel"
e weler ar metro o tiflukañ diouzh e hent-kev.
Mezvet gant an oabl glas, ar sonennoù hag ar bleuñv
e red etrezek ar C'hoad2, red a ra en ur lakaat tan dezhi 3.
Levenez 'zo,
mont a ra an Tour Eiffel da bourmen;
evel ur bennsodez e lamm dreist ar Seine juntet he zreid,
hag a lâr:
"Gwazh a-se din ma chomin klañv,
hiraezhiñ a raen o vezañ ma-unan-penn em c'hornig."
Levenez 'zo
Gwiskañ a ra paotr an tailhoù e chupenn gran,
serriñ a ra e stal ha lârout, dous-dous e bouez-mouezh:
"Demat ha joa! Achu ar gest evit hiziv,
mirit ho peadra,
Aotrounez, mirit ho peadra."
Met a-daol trumm setu-me o tihuniñ em gwele.
Huñvreet em boa eta? Ya, rak teñval eo an oabl.
Ret eo sevel, en em walc'hiñ, en em wiskañ
ha paouez kanañ ma n'eus netra da lârout."
Krediñ a ran evelkent e c'heller tennañ mad eus an huñvre-se,
abalamour m'en deus roet din an tu da sevel ur ganaouenn,
kanaouenn Amzer-Nevez, kanaouennig a garantez,
kanaouenn ugent vloaz, kanaouenn a-vepred.
Levenez 'zo,
demat, demat deoc'h, gwennili!
Levenez 'zo
e-barzh an neñv a-us d'an doenn.
Levenez 'zo
hag heol e-barzh ar banelloù,
Levenez 'zo
e pep lec'h, levenez 'zo.
A-hed an deiz a-bezh e lamm ma c'halon, ha troc'holiañ ha trantellañ:
ar garantez eo se, a zeu gant n'oûn petra,
ar garantez eo, demat, demat dimezelled,
Levenez 'zo
e pep lec'h, levenez 'zo.
1. Bez' ez eus ur c'hoari gerioù e galleg: "du pain si fin que j'ai faim".2. Ar Bois de Boulogne.3. "A toute vapeur". Ur fent eo evel-just, o vezañ ma ya ar metro en-dro dre dredan.
- Artist:Charles Trenet
- Album:(1937)