Barbara [Breton translation]
Barbara [Breton translation]
Soñj az pez, Barbara:
glav a rae diehan war Vrest d'an deiz-se,
ha kerzhout a raes en ur vousc'hoarzhin
ez pleuñv, bamet hag o tiverañ
dindan ar glav.
Soñj az pez, Barbara:
glav a rae diehan war Vrest,
ha tremenet on e-biou dit e straed ar Siam,
mousc'hoarzhin a raes
ha me a vousc'hoarzhe er memes giz,
Soñj az pez, Barbara:
N'em anavezes ket te,
n'ez anavezen ket me.
Soñj az pez,
soñj az pez eus an deiz-se koulskoude,
n'ankounac'ha ket.
Un den a glaske goudor dindan volz ur porched
hag huchet en deus da anv:
Barbara!
Ha redet ez peus davetañ dindan ar glav,
o tiverañ, bamet, ez pleuñv
Soñj az pez eus se, Barbara.
Arabat kaout droug ma 'z an gant "te" ouzhit:
gant "te" ez an ouzh kement tud a garan,
ha pa m'eus o welet ur wech hepken,
gant "te" ez an ouzh kement tud en em gar,
ha pa n'anavezan ket anezho.
Soñj az pez, Barbara,
n'ankounac'ha ket
ar glav-se trankil ha laouen
war da zremm laouen,
war ar gêr laouen-se,
ar glav-se war ar mor,
war an arsanailh,
war vag Eusa.
O, Barbara,
pebezh moc'haj eus ar brezel!
Petra out bet da vezañ bremañ
dindan ar glav-se a houarn,
a zir, a dan, a wad.
Hag an hini az starde en e zivrec'h
karantezus an tamm outañ
daoust hag eo-eñ marv, pe zianket, pe vev c'hoazh?
O, Barbara,
glav a ra diehan war Vrest
evel e rae en diagent,
met n'eo ket ar memes tra ken: freuzet eo pep tra,
n'eo nemet ur glav a gañv, terrupl ha mantrus.
N'eo ket ar barr-arnev zoken
a zir, a dan, a wad;
koumoul zo end-eeun
a grev evel chas,
chas a ya da goll
gant red an dour war Vrest,
a ya da vreinañ er pellder,
pell-pell eus Brest
na chom tra outi.
- Artist:Yves Montand