La ballade des cimetières [Breton translation]
La ballade des cimetières [Breton translation]
Bez' em eus bezioù e-leizh, 1
monumantoù kement a garan;
e-barzh pep bered ur pouez bennak dezhi
em eus un dachennig vihan.
Adalek an duchenn dister betek ar chapelig-kañv,
bepred unan bennak enno,
em eus krugelloù a-leizh an alezioù,
ha trist on koulskoude...
Rak n'em eus ket unan, ar pezh am hegas
hag a zilufr ma enor,
e-barzh bered Montparnasse,
war-hed pevar c'hammed diouzh ma zi. (Div wech.)
Unan am eus er Père-Lachaise,
e Bagneux, e Thiais, e Pantin,
ha memes, salokras,
e goueled Bered ar Mor,
e kêr kenkoulz ha war ar maez,
e pep lec'h ma c'heller ober un toull,
bez' em eus memes monumantoù e Bro-Spagn 2,
a vezer tamm-pe-damm gwarizius outo.
Hogen n'em eus ket an disterañ roud,
an disterañ livadenn outo
e-barzh bered Montparnasse,
war-hed pevar c'hammed diouzh ma zi. (Div wech.)
Da ouel an Anaon e tiredan, e tinijan,
mont a ran diehan
eus un dachenn-bezioù 3 d'eben,
eus ur maen-bez d'ur monumant.
Ma spurmantiñ a reer dindan ur gurunenn
bleuñv-kañv e bered Champerret;
un tammig diwezhatoc'h, e bered Charonne eo
ez on spurmantet e-harzh ur siprezenn.
Hogen n'en devo nemet ur fallakr an hardizhegezh
da lârout: "E welet em eus en dremmwel
eus bered Montparnasse,
war-hed pevar c'hammed diouzh ma zi. (Div wech.)
E-tal kastell ma moereb-gozh
ar varkizez a gKarabas,
emañ ma familh santel o langisañ gant engortoz:
marvel a ray hi, pe ne raio ket?
C'hoant en deus unan eus hec'h aour, unan all eus hec'h arrebeuri
hemañ eus he bizaeier, henhont ouzh he bitrakoù
hemañ eus he c'hoadoù, henhont eus he savadurioù,
hemañ eus he zapisoù, henhont eus he zaolennoù.
Me, n'aspedan nemet ur c'hras vat,
da c'houzout eo ma dremeno-hi he mare divuhez 4
e-barzh bered Montparnasse,
war-hed pevar c'hammed diouzh ma zi. (Div wech.)
Evel-se e kane, rannet e galon,
ur paotr yaouank a-feson
tra ma tasorc'he ar flamm d'ar Soudard Dianav.
C'hoarvezout a reas neuze d'an Neñv bezañ skuizh-brein
ouzh e glevout o komz diwar-benn e bolzioù-kañv,
ha Doue a reas sin d'an Ankou
d'e gas da ru Froidevaux 5
Hogen paotred an interamantoù, anezho diouzh Chartres, 6
ha faziet en o degasadenn,
a gasjont e gelan da vMontmartre,
en tu all d'e di.
1. Bezioù e gerent, evel-just.2. Diwar an dro-lavar c'hallek: "des châteaux en Espagne", da lâret eo kestell el loar.3. "Nécropole" e galleg.4. "Sa morte-saison" e galleg.5. Ar ru-mañ a ro digor d'ar vered Montparnasse.6. Digomprenus tout eo ar fent 'zo amañ. Bez' e c'hell bezañ ne vez anv eus ar gêr-se nemet evit kaout ur glotenn a-zoare gant Montmartre. (Ral-meurbet int-i.)
- Artist:Georges Brassens
- Album:Le mécréant