La non-demande en mariage [Breton translation]
La non-demande en mariage [Breton translation]
Dre garantez, ma c'haredig, na lakaomp
dindan c'houzoug Kupidon
e bir-eñ e-unan,
kement amourouzed o deus esaeet se
hag o deus paeet gant o eürusted
seurt sakrilaj.
An enor am eus
da choim hep da c'houlenn da zimeziñ,
n'engravomp ket
hon anvioù e-traoñ
ur parch.
Lezomp al labous da vont en e frankiz:
bez e vezimp hon daou brizoniad war hor c'her.
Kerzhet gant an diaoul ar penn-keginerezed
a stag ar c'halonoù da lost
ar gastelodenn.
An enor am eus... (h.k.a.)
Koshaat a ra Gwener, alies
e tisoñj eus he latineg dirak
al lachefre.
N'houllan evit priz ebet
dizeliañ ar boked marc'harid
e-barzh ar soubenn-gig.
An enor am eus... (h.k.a.)
Tennañ a reer kalz eus o 1 hoal
dre zizoleiñ sekredoù
Meluzin 2
Dislivañ a ra dillo liv al lizheroù-glizh
etre pajennoù al levrioù
keginerezh.
An enor am eus... (h.k.a.)
Bez' e c'hell hañvalout dianken krenn
lakaat a-gostez, e foñs ur pod
kaotigell
an aval berzet kaer,
hogen poazh eo, kollet en deus
e vlaz a-ouenn.
An enor am eus... (h.k.a.)
N'em eus ket ezhomm a vatezh:
eus kempenn an ti hag e charreoù
ez tiskargañ;
evel un danvez-pried peurbadel
ra soñjin da viken en itron
ma sorc'hennoù.
An enor am eus... (h.k.a.)
1. D'ar maouezed.2. Ar voudig Meluzin en em droe e morverc'h bep Sadorn, hag e c'helle distreiñ d'he stumm d'ar peurrest eus ar sizhun war-bouez na zizolofe e sekred da zen.
- Artist:Georges Brassens