Supplique pour être enterré à la plage de Sète [Breton translation]

Songs   2024-11-26 13:48:24

Supplique pour être enterré à la plage de Sète [Breton translation]

Pa n'en deus biskoazh pardonet an Ankou din

bezañ hadet bleunioù e-barzh toulloù e fri,

war ma lerc'h e red-eñ gant ur birvilh diboell.

Neuze, kelc'hiet a-dost gant an interamantoù,

mat em eus kavet adneveziñ ma zestamant,

hag ofrañ ul lost-skrid din-me-ma-unan.

Soub e dour glas pleg-mor al Lion,

soub da bluenn, ma zabellion ker,

ha diouzh da skritur gwellañ

not ar pezh eo dleet da c'hoarvez d'am c'horf

pa ne vint ket a-du ken eñ ha ma ene

nemet war un dra: dispartiañ.

Pa vo nijet kuit ma ene etrezek an dremmwel,

davet re Gavroche ha Mimi Pinson,

re paotred er ruioù ha re micherourezed yaouank,

bezet adkaset ma c'horf d'e zouar genidik

e-barzh ur c'harr-wele eus ar « Paris-Méditerranée »

e benn-linenn e ti-gar Sète.

N'eo ket nevez-flamm, siwazh, ma bolz-familh,

evel komz mod ar C'hallaoued 1, leun eo evel un û,

ha kent na zeuio den er-maez outi

diwezhat-tre e c'hellfe bezañ anezhi, moarvat; ha n'houllan ket lârout

d'ar paour-kaezh dud-se "En em kouchit 'ta",

ha reiñ frankiz d'ar re yaouank mod pe vod.

Rik war ribl ar mor, a-hed div gammed diouzh an houl glas,

kleuzit, ma v ez posubl, ur blot a doull bihan,

ul lochig mat,

tost d'ar begoù-hir, ma c'hamaladed a vugaleaj,

a-hed an aod-se ma vez ken flour an traezh

war draezhenn ar gCorniche.

Un draezhenn eo hemañ ma, e-pad e varradoù feulster kenkoulz,

ne ra ket Neptun e baotr faro,

ha p' emañ ur vag da vont d'ar strad

e youc'h ar c'habiten: "Me 'zo mestr war ma bourzh!

Forzh ho puhez! Ar gwin hag ar pastis da gentañ!

Da bep hini e vigalenn, ha bec'h dezhi!"

Al lec'h eo se ma, d'an oad a bemzek vloaz fourniset,

an oad ma n'eo ken a-walc'h c'hoari e-unan-penn,

kejet em eus ouzh ma c'harantezig kentañ

gant ur vorverc'h, ur vaouez-pesk,

em eus bet ma c'hentel karantez kentañ

ha lonket ma draen kentañ.

Gant damant da bPaul Valéry

pelloc'h egetañ ez in-me, barzhig uvel ma 'z on;

ra 'm fardono ar mestr mat evit se,

ha mard eo e werzennoù gwelloc'h eget ma re,

ra vezo d'an nebeutañ ma bered muioc'h morel eget e hini,

kuit a zisplijout da dud al lec'h.

Ar bez-se etrelakaet etre an neñv hag an dour

ne zegaso ket ur skeudenn drist e-barzh an daolenn,

ur c'hras didermen ne lâran ket.

Ober a ray da andorenn evit ar c'houronkerezed

evit cheñch dilhad, hag ar vugaligoù a lâro:

"Chañs! Ur c'hastell traezh!"

Ma n'eo ket goulenn re a draoù, war ma zachennig

plantit, m'ho ped, un doare gwezenn-pin,

ar pin-disheolier 'vo gwell,

a vo gouest da ziwall ouzh an heoliadennoù

ar vignoned ger a zeuio d'am zachenn

evit ober ur soubladenn garantezus din.

O tont gwech eus Bro-Spagn, gwech all eus Bro-Itali,

karget chouk a frondoù hag a sonerezh flour,

an avel Sterenn hag an avel Gwalarn 2

a zivero war ma hun diwezhañ heklevioù

eus vilanel d'an deiz-mañ, eus fandango d'an deiz-se,

eus tarantel hag eus sardan.

Ha pa zeuio ur vorganez 3 da gousket trankil,

en eur ober he goubenner eus ma c'hrugell,

gant un hanter eus netra da wiskamant,

pardon a c'houlennan en diaraok digant Jezuz

mar deu skeud ma c'hroaz da c'hourvez ur frapadig warni

evit un tamm a blijadur dalif.

Paour-kaezh rouanez ha faraoned, paour-kaezh Napoleon,

paour-kaezh pennoù bras tremenet o repoz e-barzh ar Panteon,

paour-kaezh relegoù a-bouez!

Un nebeud gwarizi ho po eus an hañver peurbadel

a ya gant e bedaloù war an houl en ur huñvreal,

a dremen e marv-vezh e vakañsoù.

Un nebeud gwarizi ho po eus an hañver peurbadel

a ya gant e bedaloù war an houl en ur huñvreal,

a dremen e marv-vezh e vakañsoù.

1. "Vulgairement parlant" en destenn orin.2. "Le Mistral et la Tramontane." 3. "Une ondine."

Georges Brassens more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens Lyrics more
Georges Brassens Featuring Lyrics more
Georges Brassens Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs