C'était moi [Breton translation]
C'était moi [Breton translation]
An hini a reer hailhon an draezhenn outañ
a veve a-hed an hañv noazh e zivesker, diroll e vlev,
na baee morse ar galfrez nag an diennoù skornet
a stlape dour, bezhin ha mein ouzhit,
Me eo an hini a oa, me eo an hini.
Hogen a ouie anvioù pevar mil steredenn,
a groge ez torn evit o diskouez dit,
a rae ur gartenn post diouzh ur barr-arnev
o tresañ da galon war an traezh gleb.
Me eo an hini a oa, me eo an hini.
An hini a lâre e oa kelenner teneridigezh,
a rae goap ouzhit pa ne felle ket dit,
an hini en em fougee eus bezañ bet priñsezed,
eus dimeziñ ha chom hep eurediñ,
met na c'hoarzhe ken pa zigore da gorfenn,
pe c'hoarzhe re uhel pa stoke ouzh da zaoulin,
a vane kousket dousik war da skoaz sioul,
a rae divalav ouzhit hag az kare ken-ha-ken.
Me eo an hini a oa, me eo an hini.
An hini a farse d'ur mintin a viz Gwengolo
tra ma spilhaoue ur rozenn ouzh da vantell glav,
a lâre dit "Kenavo, mat oa ar jeu etrezomp hon-daou",
ha rak-se n'en deus ket kousket ken deiz-noz.
An hini na oar ket da anv na da oad ken,
na oar tra diwar da benn, nemet e vezez koant,
disoñj eus ar paotr-se a vrabañse war an draezhenn,
a soñje dezhañ e ouie pep tra ha n'en doa komprenet mann.
Me eo an hini a oa, me eo an hini.
Pemzek vloaz oa din;
Me eo an hini a oa.
- Artist:Gilbert Bécaud