Les copains d'abord [Breton translation]
Les copains d'abord [Breton translation]
Nann ket, n'oa ket radell
ar "vMéduse" ar vag-se,
bezet se embannet e foñs ar porzhioù-mor
e foñs ar porzhioù-mor
Merdeiñ a rae da baotr trankil
war boull ledan an houidi
hag anvet e oa Mignoned da gentañ,
Mignoned da gentañ.
He "Fluctuat nec mergitur"
n'oa ket ur pezh lennegezh,
en desped d'ar strobinellerien,
d'ar strobinellerien.
He c'habiten hag he martoloded
n'oa ket mibien ar c'hast
met mignoned didro-kaer,
Mignoned da gentañ.
N'oant ket mignoned a renk uhel,
Kastoriged na Polluksiged,
tud eus Sodom ha Gomor,
Sodom ha Gomor;
n'oant ket mignoned dibabet
gant Montaigne ha La Boëtie;
skeiñ a raent ouzh o c'hof hardizh,
mignoned da gentañ.
N'oant ket aelez kennebeut,
an Aviel n'o doa ket lennet,
hogen en em garout a raent a-ouel-tout
a-ouel-tout
Yann, Pêr, Paol ha kemend all
a oa o letani nemeti,
o c'hredo, o c'honfiteor
d'ar vignoned da gentañ.
D'an disterañ taol-strap
e kemere ar vignoniezh ar c'hard
hag e oa-hi o tiskouez an hanternoz dezho,
an hanternoz dezho
ha pa vezent en argoll,
o jestraouiñ Forzh hor buhez
heñvel e oant ouzh semaforioù,
ar vignoned da gentañ.
Da emgavioù ar vignoned vat
ral a wech e oa chomet war vrank:
pa rae diouer unan anezho war vourzh
abalamour e oa d'e varv.
Hogen james, biskoazh-james
ne veze stanket e doull en dour:
kant vloaz war-lerc'h, satordellik!
e rae diouer c'hoazh.
Meur a vag em eus aet war o bourzh,
hogen an hini nemetken he deus dalc'het mat
ha n'he deus morse chañchet fard,
morse chañchet fard,
merdeiñ a rae da baotr trankil
war boull bras an houidi
hag anvet e oa Mignoned da gentañ,
Mignoned da gentañ.
- Artist:Georges Brassens