Ah dis, ah dis, ah dis : Ah Bonjour ! [Breton translation]
Ah dis, ah dis, ah dis : Ah Bonjour ! [Breton translation]
Petra eo, e-barzh ar c'hoad, ar rozenn-moc'h splann-mañ?
An heol eo-se, mintinoc'h eget da zaoulagad koant, ma c'haredig.
Petra eo, en neñv, an heklev-mañ, ar c'hokogog-kogog-mañ?
Kanaouenn eo ur c'hilhog bihan a gan war ar prajoù.
Petra eo an dakenn-mañ war jod ar vleunienn-mañ?
Ar glizh eo, hag a laka e pep-lec'h, a laka daeroù ag eürusted.
Petra eo ar birvilh-mañ a zeu a-gevret gant an Amzer-nevez?
An orged eo-se. Dihun 'ta: ugent vloaz 'zo d'an Natur.
Digor da galon d'ar garantez,
digor da brenestr d'an deiz.
Laosk an heol drant da vont tre ez ti, ha lâr:
Ac'h, lâr! Ac'h, lâr! Ac'h, lâr: Ac'h demat.
Kutuilh ar vleunienn, an hini gaerañ;
kan ur ganaouenn nevez
ha kae da redek war an hentoù
'zo eus ar memes bleud ha linennoù an dorn.
Gra ur gouronkadenn en ster,
kae da sec'hañ er frankizenn
ha n'azez ket da revr
war al linad pemdeziek...
Soñj az pez e vez berr da amzer,
ha ret e vez soñjal er garantez.
Digor da galon ha da brenestr d'an deiz,
ha lâr: Ac'h, lâr! Ac'h, lâr! Ac'h, lâr: Ac'h demat.
Peseurt labous eo hemañ a strak e zaouarn1 ouzhomp?
Gwennilienn ma c'halon eo se, a gan, a gan deiz-noz.
Peseurt kastell eo hemañ a vousc'hoarzh ouzhomp en dremmwel?
Ar burzhud ar c'haerañ eo-eñ, ma c'haredig: hon ti eo hemañ.
Piv eo ar pikol ki-mañ o chilpat e-traoñ an diri?
Hon diwaller eo-eñ, ar mell Medor, anat-tre e fas deoc'h.
Peseurt stank eo hemañ, a c'halv ac'hanomp da vageal?
An amzer vak eo-eñ, an dazont, an Nevez-Amzer hag an Hañv.
1. N'eus troidigezh all evit "applaudir" e brezhoneg, daoust ma ne vez dorn ebet d'al laboused (!).
- Artist:Charles Trenet
- Album:(1939)