C'est toujours la même histoire [Breton translation]
C'est toujours la même histoire [Breton translation]
Anavezout a raen ervat ar gwaz a gejas gant ar plac'h
Anavezout a raen ervat ar plac'h a vousc'hoarzhe ouzh ar gwaz
La la la
Goulennet en deus diganti neudenn ha nadozioù
evit gwriat ur galon ouzh e vantell mezer.
La la la
Roet he deus kement-se dezhañ, neudenn ha nadozioù
hag he c'halon a blac'h ivez war ar marc'had.
(Diskan)
An hevelep istor eo bepred
a-vec'h e kredan komz eus se ouzoc'h
Neuz a ran-me da deurel kred war-se,
c'hwi, grit neuz da selaou ouzhin.
Neuze gwelet em eus ar plac'h o faltaziañ Sulioù
evit dañsal he c'harantez etre divrec'h he c'haredig
La la la
Mar befe glan ar garantez, mar befe didro ar vuhez
e c'helljent en em garout betek o amzer diwezhañ
La la la
Gevier en deus liver da gentañ, kuit dezhi da glask kompren
met en em grougañ a fellas dezhi d'an deiz ma 'z eas kuit.
(Diskan.)
Anavezout a raen ervat ar gwaz a zilezas ar plac'h
Anavezout a raen ervat ar plac'h a ouele war-lerc'h ar gwaz
Ac'h ac'h ac'h
Pell-amzer he deus gouelet, hag a nes da bell 1
koshaat a rae he daeloù, met ned aent ket da hesk.
Ac'h ac'h ac'h
Riv he doa paket he c'halon:
grevusoc'h eo eget na soñjer
gouzout a ran-me diwar-se:
me 'oa ar plac'h-se.
1. N'heller ket treiñ ar c'hoari gerioù gallek "de fil en aiguille".
- Artist:Édith Piaf
- Album:CD Single