J'entends la sirène [Breton translation]
J'entends la sirène [Breton translation]
Klevout a ran c'hoazh korn-boud
ar kaer a lestr gwenn-kann
bet aet, meur a sizhunvezh 'zo,
d'an inizi Dindan-'n-Avel.
D'ar mare-lanv,
pa 'c'h antreas 'barzh ar porzh kozh
e c'hoarzhen, laouen e oan,
ha start e lamme ma c'halon.
Kanañ a rae an avel a-us d'an tevenn
ha c'hoari gant ar mor
ma 'n em velezoure al loar ennañ.
En neñv e oa pep tra sklaer.
An hini a zouaras da gentañ
a oa ur mousig yaouank.
An eil, ur c'hozhiad war an oad
ha goude-se un den tri galoñs dezhañ.
Roit din, ma c'habiten,
diwar ar c'haer a lestr gwenn-kann
o tont diouzh morioù pell,
ur martolod kaer da amourouz.
E c'hortoz a rin war an tevenn
du-hont, tost d'ar mor.
Al loar a vo o splann war an oabl,
ha 'barzh ma c'halon pep tra 'vo sklaer.
Dont a reas, manifik anezhañ,
ur flammenn en e zaoulagad.
Arruout a rae eus an drovan a-ziabell,
gerioù burzhudus a ouie;
ur bern a goñchennoù a zibunas din,
touiñ a reas din leoù peurbade
a voe heklevet gant an tonnoù
en ur saflikañ dousig.
Edomp hon-unan war an tevenn,
an avel a flourike ar mor,
edo al loar o c'hoarzhin war an oabl,
eñ a dante ma c'hig.
Mont a reas war e lestr,
e gaer a lestr gwenn-kann.
Loc'hañ a reas hep lârout grik din
un deiz da noz, da guzh-heol.
Klevout a ran bepred korn-boud
al lestr a gasas anezhañ kuit.
Gant ur vouezh dinatur e youc'has
"Biken n'e weli mui".
Hag adal-se, dindan al loar
ec'h an da selaou ouzh an avel
a zeu da noz, war an tevenn,
da gaoz ouzhin eus ma amourouz.
- Artist:Édith Piaf