La tondue [Breton translation]
La tondue [Breton translation]
Ar goantenn a gouske gant ar roue Bro-bPrus
roue Bro-bPrus
touzet he c'hlopenn dezhi ratous-razh
ratous-razh
He zech diharz evit an "Ich liebe dich"
"Ich liebe dich"
a dalv dezhi dougen ur varvouskenn
ur varvouskenn
An Dilavreged brav hag ar baotred o bonedoù Chigovi 1
bonedoù Chigovi
o deus deroet he moue d'un touzer-ki
d'un touzer-ki
Dav e vije din mont a-du gant he c'hreouichenn
he c'hreouichenn
dav e vije din distag ur gerig evit saveteiñ he zorkad-blev
zorkad-blev
Hogen n'on ket savet diouzh donder ma mored
ma mored
aon am eus bet rak an troc'herien blev war o hed 2
war o hed
Pa voe-hi touzet rashoc'h eget ur broust
eget ur broust
lâret em eus: "Gwazh-a-se evit ar rodelligoù-mañ 3 aet da goll
aet da goll
Hag o tastum unan a chome a-strew er rodlec'h
er rodlec'h
em eus he lakaet d'am zoull-bonton, evel ur vleuñvenn
ur vleuñvenn
Pa ma gweljont o vont kuit uhel ar c'huchad blev em dorn
blev em dorn
o deus bet an holl droc'herien-plezh-se diskred ouzhin
diskred ouzhin
O vezañ ma ne tellezan ket kalz digant ar Vamm-Vro
ar Vamm-Vro,
n'em eus ket ar Groaz a Enor, n'em eus ket ar Groaz ar Brezel
Kroaz ar Brezel
Ne c'houzañvan ket re griz diwar-se:
diwar-se
ma lietenn din-me em eus: ur rodellig blev eo homañ,
ur rodellig blev.
1. Da lârout eo: paotred ar Republik emsavet en enep d'an Ac'huberien2. E galleg: "coupeurs de cheveux en quatre", da lârout eo pismigerien. Ijinet em eus an dro-lavar-mañ evit chom tostoc'h d'an destenn orin.3. E galleg: "accroche-coeur", splann tout an damgomz.
- Artist:Georges Brassens
- Album:Les copains d’abord