L'Homme à la moto [Breton translation]

Songs   2024-11-17 08:41:07

L'Homme à la moto [Breton translation]

Dougen a rae bragoù hag heuzoù marc'h-tan,

ur porpant ler du gant un erer war e gein.

E varc'h-tan hag a strinke evel ur bouled kanol

a skigne ar spouron a-dreuz an holl gorn-vro.

Morse n'en em gribe, morse n'en em walc'he,

karget oa e ivinoù a lard-du, met war e gof-brec'h en doa

un tatouiñ gant ur galon c'hlas war e groc'hen disliv

hag e-barzh e lenner "Me 'gar Mammig".

Ur c'haredig en doa, anvet Mari-Lou.

Truez en doa an dud outi, ur verc'h eus seurt oad!

Rak anat oa d'an holl e kare dreist-holl

e giez a varc'h-tan kalz muioc'h.

Dougen a rae bragoù hag heuzoù marc'h-tan,

ur porpant ler du gant un erer war e gein.

E varc'h-tan hag a strinke evel ur bouled kanol

a skigne ar spouron a-dreuz an holl gorn-vro.

Mari-Lou, paour-kaezh merc'h anezhi, a bedas hag aspedas outañ

o lârout: "N'a ket kuit fenoz; gouelañ a rin mard ez kuit."

Hogen kollet e voe he c'homzoù kenkoulz hag he daeroù

e-kreiz trouz ar mekanik hag an divogederez..

Dilammañ a reas evel un diaoul, flammoù en e zaoulagad.

Evel ul luc'hedenn tan a darzhas d'ar c'hroashent-houarn

ouzh ur marc'h-du a rede war-zu ar c'hreisteiz,

ha pa voe skarzhet an drailhachoù...

kavet 'voe e vragoù hag e heuzoù marc'h-tan,

e borpant ler du gant un erer war e gein,

met netra ken eus ar marc'h-tan, netra ken eus an diaoul-se

a skigne ar spouron a-dreuz an holl gorn-vro.

Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Artists
Songs