Les patriotes [Breton translation]
Les patriotes [Breton translation]
Ar re vac'hagnet eus hor bro, tu gin o medalennoù
n'eo ket bezañ dic'houest da vont war-lerc'h ar merc'hed, fidamdoue!
chom hep gallout distreiñ d'an dachenn emgann ne lâran ket:
ar bod olivezenn n'eo ket hon arouez, ket!
Ar pezh a ra keuz dreist-holl d'hor re zall
n'eo ket bezañ dic'houest da arvestiñ traoù orgedus, fidamdoue!
chom hep gallout tarluchañ ar banniel triliv ne lâran ket:
linenn glas ar Menez Voj a vo bepred hol linenn dremmwel.
Hag ar re vouzar eus hor bro, ma vezont melkonius,
n'eo ket bezañ dic'houest da glevout ar morganezed 1, fidamdoue!
chom hep gallout klevout ar bagadoù en dibunadegoù ne lâran ket,
nag heklev an taboulinoù, an trompilhoù ha kleronoù.
Hag ar re vut eus hor bro, ar pezh a ra diaes dezho,
n'eo ket bezañ dic'houest da gontañ komzigoù flour, fidamdoue!
chom hep gallout adkregiñ a-gor gant ar Varseilhezenn ne lâran ket:
ar c'hanaouennoù brezel zo ar re ne ganomp nemeto.
Ar pezh a drenka temz-spered ar re vogn
n'eo ket bezañ dic'houest da veudikañ feskennoù, fidamdoue!
chom hep gallout saludiñ mod soudard ne lâran ket:
biken ne vo ar vrec'h a enor hor jestr, biken!
Ar re nammet eus hor bro, ar pezh a ra anezho dihet
n'eo ket bezañ dic'houest da verc'heta, fidamdoue!
chom hep gallout kemer perzh en un arsailh ne lâran ket:
huñvreal a reer e Rozali, ar vaionetez, neket e Naig.
Ar pezh a ra muiañ diouer d'ar re bet didroc'het o feadra-gour diouto,
n'eo ket bezañ dic'houest da fouzhañ o gwrac'hed, fidamdoue!
chom hep gallout sabrennañ an enebourezed koant ne lâran ket:
Koulm ar peoc'h, he fritomp anezhi miton-miton.
Evit a sell ouzh hor re dremenet, mard eo nec'het o ene d'an holl,
n'eo ket diwar vezañ dic'houest da vervel gant karantez, fidamdoue!
chom hep gallout bezañ lazhet d'an eil tro ne lâran ket:
pep hini zo e c'hoant da gaout e blas war Monumant ar re varv.
1. Pe ar c'hwitellerezed : "sirène" a dalv kement hag an eil hag eben.
- Artist:Georges Brassens
- Album:Don Juan